Da di ha da ren a vo asuret da viken dirak da zaoulagad, da dron a vo startaet da viken
2 Samuel 7:17 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Natan a gomzas ouzh David hervez an holl gomzoù-se hag hervez an holl weledigezh-se. |
Da di ha da ren a vo asuret da viken dirak da zaoulagad, da dron a vo startaet da viken
Neuze ar roue David a yeas d'en em zerc'hel dirak an AOTROU, hag a lavaras: Piv ez on, Aotrou AOTROU? Ha petra eo va zi ma ec'h eus va degaset betek amañ?
ar roue a lavaras da Natan ar profed: Sell, emaon o chom en un ti sedrez, hag arc'h Doue a zo dindan pallinier.
Gouzout a rit penaos ne’m eus kuzhet netra eus an traoù a oa talvoudus deoc’h, ha ne’m eus ket manket d’o disklêriañ deoc’h ha d’ho kelenn dirak an holl hag eus an eil ti d’egile,
Kelennet em eus deoc’h da gentañ ar pezh am eus ivez resevet, penaos Krist a zo marvet evit hor pec’hedoù hervez ar Skriturioù,