Me a vo evitañ un tad, hag eñ a vo evidon ur mab. Mar gwallc'hra, e kastizin anezhañ gant gwialenn an dud ha gant goulioù mibien an dud,
2 Samuel 7:15 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned met va gras ne vo ket lamet digantañ, evel ma em eus he zennet digant Saül, am eus distaolet dirazout. |
Me a vo evitañ un tad, hag eñ a vo evidon ur mab. Mar gwallc'hra, e kastizin anezhañ gant gwialenn an dud ha gant goulioù mibien an dud,
Da di ha da ren a vo asuret da viken dirak da zaoulagad, da dron a vo startaet da viken
Koulskoude ne rogin ket an holl rouantelezh, met ur meuriad a roin da'z mab, abalamour da Zavid va servijer, hag abalamour da Jeruzalem am eus dibabet.
Piv eo an den a c'hello bevañ hep gwelout ar marv? Piv a saveteo e ene eus dorn lec'h ar marv? Ehan
Roit ho skouarn ha deuit da'm c'havout, selaouit hag e vevo hoc'h ene; ha me a ziazezo ganeoc'h un emglev peurbadus, an trugarezioù divrall prometet da Zavid.
An disentidigezh a zo evel pec'hed an divinerezh, an aheurterezh a zo evel an direizhder hag an idolerezh. Dre ma ec'h eus taolet kuit komz an AOTROU , eñ ivez en deus da daolet kuit evel roue.
Samuel a lavaras da Saül: Ne zistroin ket ganit, rak taolet ec'h eus kuit komz an AOTROU hag an AOTROU en deus da daolet kuit evel roue war Israel.
Samuel a lavaras dezhañ: An AOTROU en deus freget hiziv rouantelezh Israel diwarnout, hag en deus he roet da'z nesañ, a zo gwelloc'h egedout.
Spered an AOTROU en em dennas eus Saül, hag ur spered fall a-berzh an AOTROU a drubuilhas anezhañ.
Diwiskañ a reas ivez zoken e zilhad, hag e profedas, eñ ivez, dirak Samuel, hag en em daolas en noazh war an douar e-pad an deiz-se hag e-pad an noz-se. Setu perak e vez lavaret: Hag-eñ emañ Saül e-touez ar brofeded?