Bennigañ a reas Abram hag e lavaras: Benniget ra vo Abram gant an Doue Uhel-Meurbet, perc'henn an neñv hag an douar!
2 Samuel 6:18 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned P'en doe echu David da ginnig al loskaberzhoù hag an aberzhoù a drugarekadennoù, e vennigas ar bobl en anv AOTROU an armeoù. |
Bennigañ a reas Abram hag e lavaras: Benniget ra vo Abram gant an Doue Uhel-Meurbet, perc'henn an neñv hag an douar!
Hag e lodennas d'an holl bobl, da holl varead tud Israel, gwazed ha maouezed, da bep hini, ur varaenn, ul lodenn gig hag ur wastell rezin. Goude e tistroas an holl dud, pep hini d'e gêr.
Ar roue a droas e zremm, hag a vennigas holl vodadenn Israel. Holl vodadenn Israel a oa en he sav.
Hag e lavaras: Benniget ra vo an AOTROU Doue Israel, en deus komzet gant e c'henou ouzh David va zad, hag en deus sevenet gant e zorn ar pezh en doa lavaret evel-henn:
P'en doe echu David da ginnig al loskaberzhoù hag an aberzhoù a drugarekadennoù, e vennigas ar bobl en anv an AOTROU .
Goude-se an aberzhourien Levited a savas hag a vennigas ar bobl, hag o mouezh a voe klevet, hag o fedenn a yeas betek an neñvoù, chomlec'h santel an AOTROU.
Ezekiaz hag ar pennoù a zeuas hag a welas ar bernioù, hag e vennigjont an AOTROU hag e bobl Israel.
Ar roue a droas e zremm, hag a vennigas holl vodadenn Israel. Holl vodadenn Israel a oa en he sav.
hag an dremenerien ne lavaront ket: Bennozh Doue ra vo warnoc'h! Ni ho pennig en anv an AOTROU!
Moizez a welas an holl labour ha setu: graet o doa al labour evel m'en doa gourc'hemennet an AOTROU ; graet o doa evel-se. Ha Moizez o bennigas.
Evidoc’h eo da gentañ en deus Doue savet e vugel Jezuz hag en deus e gaset d’ho pennigañ, evit tennañ pep hini ac’hanoc’h eus e fallagriezh.