Neuze e kasas David kannaded da Ishboshed mab Saül evit lavarout dezhañ: Ro din va gwreg Mikal am eus dimezet dezhi evit kant pod-mezenn Filistined.
2 Samuel 6:16 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Evel ma teue arc'h an AOTROU e kêr David, Mikal merc'h Saül a sellas dre ar prenestr hag a welas ar roue David o lammat hag o tañsal dirak an AOTROU. Hag e tisprizas anezhañ en he c'halon. |
Neuze e kasas David kannaded da Ishboshed mab Saül evit lavarout dezhañ: Ro din va gwreg Mikal am eus dimezet dezhi evit kant pod-mezenn Filistined.
David hag holl di Israel a zegase arc'h an AOTROU gant kriadennoù a levenez hag ouzh son ar shofaroù.
David a zistroas da vennigañ e di. Ha Mikal merc'h Saül a zeuas en arbenn da Zavid hag a lavaras: Pebezh enor hiziv evit roue Israel oc'h en em zizoleiñ dirak daoulagad mitizhien e servijerien, evel ma en em zizolofe divezh un den a netra!
Evel ma teue arc'h emglev an AOTROU e kêr David, Mikal merc'h Saül a sellas dre ar prenestr hag a welas ar roue David o lammat hag o tañsal. Hag e tisprizas anezhañ en he c'halon.
Ra ne vo ket mezhek ar re a esper ennout en abeg din, Aotrou, AOTROU an armeoù! Ra ne vo ket mezhek ar re a glask ac'hanout en abeg din, o Doue Israel!
Disprizet ha distaolet gant an dud, den a c'hlac'har, kustumet ouzh ar boan, evel un den a zistroer an dremm dioutañ, disprizet eo ha ne reer van ebet anezhañ.
Koulskoude an den naturel ne gompren ket traoù Spered Doue, rak evel follentez int evitañ, ha ne c’hell ket o anavezout rak dre ar spered eo e varner anezho.
Saül a lavaras da Zavid: Setu e roin dit Merab va merc'h henañ da wreg. Bez din hepken ur paotr kalonek, ha ra brezelioù an AOTROU . Rak Saül a lavare: Ra ne vo ket va dorn warnañ, met ra vo dorn ar Filistined warnañ.
Met Mikal merc'h Saül a garas David. Lavaret e voe da Saül, hag an dra a blijas dezhañ.