David hag holl di Israel a zegase arc'h an AOTROU gant kriadennoù a levenez hag ouzh son ar shofaroù.
2 Samuel 6:14 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned David a zañse a holl nerzh dirak an AOTROU. Gourizet e oa gant un efod lin. |
David hag holl di Israel a zegase arc'h an AOTROU gant kriadennoù a levenez hag ouzh son ar shofaroù.
David a zistroas da vennigañ e di. Ha Mikal merc'h Saül a zeuas en arbenn da Zavid hag a lavaras: Pebezh enor hiziv evit roue Israel oc'h en em zizoleiñ dirak daoulagad mitizhien e servijerien, evel ma en em zizolofe divezh un den a netra!
David a oa gwisket gant ur vantell lin fin, kenkoulz hag an holl Levited a zouge an arc'h, hag ar ganerien. Ha Kenania penn an dougen a oa gant ar ganerien. David en doa un efod lin warnañ.
Meulit eñ gant an taboulin hag an dañsoù! Meulit eñ gant ar binvioù-kerdin hag ar fleüt!
Mari ar brofedez, c'hoar Aaron, a gemeras en he dorn un taboulinig, hag an holl verc'hed a yeas war he lerc'h gant taboulinigoù hag o tañsal.
Mari a responte dezho: Kanit d'an AOTROU rak uhel-meurbet eo en em savet. Taolet en deus er mor ar marc'h hag e varc'heger.
C'hwi a vo din ur rouantelezh a aberzhourien hag ur vroad santel. Setu aze ar c'homzoù a lavari da vibien Israel.
Kement a gav da zorn d'ober, gra-eñ hervez da c'halloud, rak n'eus na labour, na soñj, na anaoudegezh, na furnez e lec'h ar marv m'emaout o vont.
Met ar mab henañ a oa er parkeier. Pa zistroas ha pa dostaas ouzh an ti, e klevas ar sonerezh hag an dañsoù.
Hag e tistroas Jefte da Vizpa, d'e di, ha setu e verc'h a zeuas en arbenn dezhañ, gant taboulinoù ha dañsoù. Bez' e oa e vugel nemetañ, n'en doa na mab na merc'h all.
ha pa welot merc'hed Silo o tont er-maez evit dañsal ha korolliñ, neuze ez eot eus ar gwini hag e skrapot evit pep hini ac'hanoc'h ur wreg a-douez merc'hed Silo, hag ez eot da vro Venjamin.
E zibabet em eus a-douez holl veuriadoù Israel, evit bezañ va aberzhour, evit kinnig war va aoter, evit lakaat da vogediñ ezañs, evit dougen an efod dirazon, hag em eus roet da di da dad an holl brofoù graet dre an tan eus mibien Israel.
Neuze ar roue a lavaras da Zoeg: Distro hag en em daol war an aberzhourien. Ha Doeg an Edomad a zistroas hag en em daolas war an aberzhourien, hag e lazhas en deiz-se pemp den ha pevar-ugent o tougen an efod lin.