2 Samuel 6:12 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Hag e voe komzet ouzh ar roue David o lavarout: An AOTROU en deus benniget ti Obed-Edom ha kement a zo dezhañ, abalamour da arc'h Doue. Neuze ez eas David, hag e tegasas arc'h Doue eus ti Obed-Edom da gêr David, gant levenez. |
Neuze Salomon a zastumas henaourien Israel, holl bennoù ar meuriadoù, ha pennoù-tadoù mibien Israel, e Jeruzalem dirak ar roue Salomon, evit dougen arc'h emglev an AOTROU eus kêr David, a zo Sion.
Dougen a rejont arc'h an AOTROU, teltenn an engalv, hag an holl listri santel a oa en deltenn. An aberzhourien hag al Levited a zougas anezho.
Mibien al Levited a zougas arc'h Doue war o skoazioù, gant ar barrennoù, evel m'en doa gourc'hemennet Moizez, hag hervez komz an AOTROU .
David, henaourien Israel ha pennoù ar milieroù a yeas da gerc'hat arc'h emglev an AOTROU eus ti Obed-Edom, gant levenez.
Mibien Obed-Edom a voe: Shemaja ar c'hentañ-ganet, Jozabad an eil, Joak an trede, Sakar ar pevare, Nataneel ar pempvet,
Amiel ar c'hwec'hvet, Isakar ar seizhvet, Peultai an eizhvet, rak Doue en doa e venniget.
Neuze Salomon a zastumas e Jeruzalem henaourien Israel, holl bennoù ar meuriadoù, ha pennoù-tadoù mibien Israel, evit dougen arc'h emglev an AOTROU eus kêr David, a zo Sion.
Ha piv bennak a roio ur werennad dour fresk hepken da unan eus ar re vihan-se abalamour ma’z eo va diskibl, en lavaran deoc’h e gwirionez, ne gollo ket e c’hopr.