ha taolet en tan o doueoù, rak ne oant ket doueoù, met oberennoù daouarn an dud, koad ha mein. Setu perak o deus o distrujet.
2 Samuel 5:21 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Lezel a rejont eno o doueoù, hag e voent dilamet gant David ha gant e dud. |
ha taolet en tan o doueoù, rak ne oant ket doueoù, met oberennoù daouarn an dud, koad ha mein. Setu perak o deus o distrujet.
Hag ec'h enaouin an tan e tiez doueoù an Ejipt. Eñ a zevo anezho hag a harluo anezho; en em wiskañ a raio gant bro Ejipt evel ar mesaer a wisk e zilhad, hag ez aio kuit e peoc'h.
Peogwir ec'h eus fiziet ez labourioù hag ez teñzorioù, e vi tapet ivez. Ha Kemosh a yelo d'an harlu, gant hec'h aberzhourien hag he fennoù.
Hag e tougo zoken d'an Ejipt o doueoù dalc'het gant o skeudennoù teuzet hag o listri prizius arc'hant hag aour. Goude en em zalc'ho e-pad bloavezhioù pell diouzh roue an hanternoz.
Deviñ a reot en tan skeudennoù kizellet o doueoù. Ne c'hoantai ket ha ne gemeri ket evidout an arc'hant hag an aour a vo warno, gant aon na vefe kement-se ur stign, rak ez int un euzhusted d'an AOTROU da Zoue.
Evel-se e reot: neuze e tiskarot o aoterioù, e torrot o delwennoù, e troc'hot o asheraoù, e tevot en tan o skeudennoù kizellet.