Hag an holl bobl a dabute en holl veuriadoù Israel o lavarout: Ar roue en deus hon dieubet eus dorn hon enebourien hag hon saveteet eus dorn ar Filistined, ha bremañ ez eo tec'het kuit eus ar vro en abeg da Absalom.
2 Samuel 5:20 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Neuze e teuas David e Baal-Perazim, e-lec'h ma o filas, hag e lavaras: An AOTROU en deus stlabezet va enebourien dirazon evel doureier o tic'hlannañ. Setu perak ec'h anvas al lec'h-se Baal-Perazim. |
Hag an holl bobl a dabute en holl veuriadoù Israel o lavarout: Ar roue en deus hon dieubet eus dorn hon enebourien hag hon saveteet eus dorn ar Filistined, ha bremañ ez eo tec'het kuit eus ar vro en abeg da Absalom.
Hag e pignjont da Vaal-Perazim, ha David a bilas anezho eno, hag e lavaras: Doue en deus stlabezet va enebourien dre va dorn evel doureier o tic'hlannañ. Setu perak e voe anvet al lec'h-se Baal-Perazim.
Sevel a raio an AOTROU evel e menez Perazim, e kounnaro evel e traonienn Gabaon, evit ober e labour, e labour dizanavez, hag evit kas da benn e oberenn, e oberenn zivoas.
Mont a rez er-maez evit dieubiñ da bobl, evit dieubiñ da olevad. Bruzunañ a rez lein ti an den fallakr, e zistrujañ a rez traoñ ha krec'h. Ehan