2 Samuel 3:25 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Anavezout a rez Abner mab Ner: deuet eo evit da douellañ, evit anavezout da zoareoù hag evit gouzout kement a rez. |
Kasit unan ac'hanoc'h ha ra zegaso ho preur, ha c'hwi, chomit prizonidi amañ. Ra vo amprouet ho komzoù evit gwelout hag emañ ar wirionez ganeoc'h. Anez, dre vuhez Faraon, spierien oc'h.
Jozef a soñjas en huñvreoù en doa bet diwar o fenn hag e lavaras: Spierien oc'h, deuet oc'h evit gwelout lec'hioù dinerzh ar vro.
Met pennoù mibien Ammon a lavaras da Hanun o aotrou: Ha soñjal a rez e vefe kaset frealzerien gant David evit enoriñ da dad? Ha n'eo ket evit imbourc'hiñ kêr, hag he spiañ, hag he distrujañ, e tegas David e servijerien da'z kavout?
Joab a zeuas da gavout ar roue hag a lavaras: Petra ac'h eus graet? Deuet eo Abner da'z kavout, perak ec'h eus e lezet da vont kuit hag eo aet evel-se?
O vezañ aet kuit eus ti David, e kasas Joab tud war-lerc'h Abner, evit e zegas en-dro eus puñs Sira. Met David ne ouie ket kement-se.
Abner a zistroas eta da Hebron, ha Joab en tennas a-du, en diabarzh eus an nor, evel evit komz outañ e kuzh, hag eno e skoas warnañ en e gof, hag e varvas en abeg da wad Asael breur Joab.
betek ma teuin ha ma kasin ac'hanoc'h d'ur vro heñvel ouzh hoc'h hini, ur vro a winizh hag a win, ur vro a vara hag a winiegi, ur vro a olivez, a eoul hag a vel; hag e vevot ha ne varvot ket. Na selaouit ket Ezekiaz, rak touellañ a ra ac'hanoc'h o lavarout: An AOTROU hon dieubo.
a yelo er-maez dirazo hag a zeuio e-barzh dirazo, a lakaio anezho da vont ha da zont, evit na vo ket bodadenn an AOTROU evel deñved hep mesaer.
Bez’ e voe ur vrud bras diwar e benn e-touez ar bobl. Darn a lavare: Un den mat eo. Ha darn all a lavare: Nann, met touellañ a ra ar bobl.
Te eta, o den, piv bennak ez out pa varnez, te a zo dibardon, rak, o varn ar re all, e varnez da-unan, peogwir te a varn hag a ra an hevelep traoù.