Neuze Faraon a c'halvas Abram hag a lavaras: Petra ac'h eus graet din? Perak ne'c'h eus ket disklêriet din e oa da wreg?
2 Samuel 3:24 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Joab a zeuas da gavout ar roue hag a lavaras: Petra ac'h eus graet? Deuet eo Abner da'z kavout, perak ec'h eus e lezet da vont kuit hag eo aet evel-se? |
Neuze Faraon a c'halvas Abram hag a lavaras: Petra ac'h eus graet din? Perak ne'c'h eus ket disklêriet din e oa da wreg?
Joab hag an holl arme a oa gantañ a zistroas, hag e voe roet keloù da Joab o lavarout: Abner mab Ner a zo deuet da gavout ar roue, en deus e lezet da vont kuit, hag aet eo e peoc'h.
Anavezout a rez Abner mab Ner: deuet eo evit da douellañ, evit anavezout da zoareoù hag evit gouzout kement a rez.
Ha me a zo dinerzh hiziv, petra bennak ma'z on bet olevet da roue. Hag an dud-se, mibien Zeruja, a zo re c'halloudek evidon. Ra roio an AOTROU d'an hini en deus graet an droug hervez e zrougiezh!
Abner a voe gwall fuloret en abeg da gomzoù Ishboshed, hag e lavaras dezhañ: Daoust hag-eñ ez on ur penn ki a-enep Juda, me a ziskouez hiziv madelezh e-keñver ti Saül da dad, hag e-keñver e vreudeur hag e vignoned, me na'z laka ket etre daouarn David? Hag e rebechez din hiziv ur mank gant ar vaouez-se?
Balag a lavaras da Valaam: Petra ac'h eus graet din? Da gemeret em eus evit milligañ va enebourien, ha setu, o bennigañ a rez!
Pilat a respontas: Ha Yuzev on-me? Da vroad hag ar veleien vras o deus da lakaet etre va daouarn. Petra ac’h eus graet?