hag en lakaas da roue war Galaad, war an Ashuried, war Jizreel, war Efraim, war Benjamin, ha war holl Israel.
2 Samuel 3:21 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Abner a lavaras da Zavid: Sevel a rin hag ez in da zastum holl Israel e-kichen ar roue va aotrou, evit ma raint emglev ganit, hag e reni evel ma fell da'z ene. Ha David a lezas Abner da vont kuit, hag ez eas e peoc'h. |
hag en lakaas da roue war Galaad, war an Ashuried, war Jizreel, war Efraim, war Benjamin, ha war holl Israel.
o kas ar rouantelezh eus ti Saül d'e hini, hag o lakaat tron David war Israel ha war Juda, adalek Dan betek Beer-Sheba.
Abner a gasas eta kannaded da gavout David, evit lavarout dezhañ eus e berzh: Da biv eo ar vro? Hag evit lavarout ivez: Gra emglev ganin, ha setu, va dorn a vo ganit, evit dastum davedout holl Israel.
Abner a zeuas etrezek David en Hebron, hag ugent den gantañ. David a reas ur fest da Abner ha d'ar re a oa gantañ.
Holl henaourien Israel a zeuas eta etrezek ar roue da Hebron, ha David a reas ganto un emglev en Hebron dirak an AOTROU. Hag ec'h olevjont David da roue war Israel.
Da gemer a rin eta, ha ren a ri war gement a c'hoantaio da ene, hag e vi roue war Israel.