Bremañ eta grit-se, rak an AOTROU en deus komzet ouzh David o lavarout: Dre zorn David va servijer e tieubin va fobl Israel eus dorn ar Filistined hag eus dorn o holl enebourien.
2 Samuel 3:17 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Abner a gomzas ouzh henaourien Israel o lavarout: Gwechall e felle deoc'h kaout David evit roue warnoc'h. |
Bremañ eta grit-se, rak an AOTROU en deus komzet ouzh David o lavarout: Dre zorn David va servijer e tieubin va fobl Israel eus dorn ar Filistined hag eus dorn o holl enebourien.
Setu amañ pennoù an dud kadarn a oa gant David, hag a sikouras anezhañ gant holl Israel en e rouantelezh, evit e lakaat da ren, hervez komz an AOTROU diwar-benn Israel.
Rak n'eo ket eus ar sav-heol, nag eus ar c'huzh-heol, nag eus ar gouelec'h e teu ar savidigezh,
Ha bremañ setu, me a oar a-dra-sur e reni, hag e vo start etre da zaouarn rouantelezh Israel.