An AOTROU a gasas Natan da gavout David, hag e teuas d'e gavout hag e lavaras dezhañ: Bez' e oa daou zen en ur gêr, unan pinvidik hag egile paour.
2 Samuel 24:11 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Pa savas David diouzh ar beure, komz an AOTROU a voe disklêriet d'ar profed Gad, gwelour David, o lavarout: |
An AOTROU a gasas Natan da gavout David, hag e teuas d'e gavout hag e lavaras dezhañ: Bez' e oa daou zen en ur gêr, unan pinvidik hag egile paour.
Kae ha lavar da Zavid: Evel-henn e komz an AOTROU: Tri zra a ginnigan dit, dibab unan anezho, hag e rin hervezañ.
an holl re-se a oa mibien Heman, gwelour ar roue evit ober seniñ ar c'horn hervez urzh Doue. Doue en doa roet da Heman pevarzek mab ha teir merc'h.
Diwar-benn oberoù ar roue David, ken ar re gentañ evel ar re ziwezhañ, setu, emaint skrivet e levr Samuel an diouganer, e levr Natan ar profed, hag e levr Gad ar gwelour,
Hag e lakaas al Levited e ti an AOTROU, gant simbalennoù, lourennoù ha telennoù, hervez gourc'hemenn David, Gad gwelour ar roue, ha Natan ar profed, rak ur gourc'hemenn a-berzh an AOTROU e oa, deuet dre e brofeded.
Ar profed Gad a lavaras da Zavid: Na chom ket er c'hreñvlec'h, tec'h ha kae da vro Juda. David a yeas eta, hag e teuas e koadeg Hered.
Gwechall en Israel, pa'z aed da c'houlennata Doue, e veze lavaret evel-henn: Deuit, eomp da gavout ar gweler; rak an hini a vez anvet hiziv ar profed a veze anvet gwechall ar gweler.