2 Samuel 23:8 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Setu amañ anvioù tud kadarn a oa gant David: Josheb-Basshebed an Takmonad a oa penn ar vrezelourien wellañ. Eñ eo an hini a savas e c'hoaf war eizh kant den, a lakaas da vervel en ur wech. |
Met an aberzhour Zadok, Benaja mab Jehojada, ar profed Natan, Shimei, Rei ha tud kalonek David, ne voent ket gant Adonija.
Setu amañ pennoù an dud kadarn a oa gant David, hag a sikouras anezhañ gant holl Israel en e rouantelezh, evit e lakaat da ren, hervez komz an AOTROU diwar-benn Israel.
Mibien Israel hervez o niveradur, pennoù-tadoù, pennoù a vilieroù hag a gantoù, hag o ofiserien a oa e servij ar roue evit kement a selle ouzh ar c'hevrennoù, ar re a zeue e-barzh hag ar re a yae kuit, miz goude miz e-pad holl mizioù ar bloaz, pep kevrenn o vezañ pevar mil den warn-ugent.
War ar gevrenn gentañ, evit ar miz kentañ, e oa Jashobeam mab Zabdiel; hag e gevrenn he doa pevar mil den warn-ugent;
Jonatan, eontr David, a oa kuzulier, den poellek ha skrib; Jehiel mab Hakmoni a oa tost da vibien ar roue;
O vezañ kavet karvan un azen, fresk bev, ec'h astennas e zorn, he c'hemeras, hag e lazhas ganti mil den.