O lakaat a ri evel ur forn-dan pa en em ziskouezi. An AOTROU o lonko en e gounnar, an tan o fulluc'ho.
2 Samuel 23:7 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned An hini a fell dezhañ stekiñ outo a ra gant un houarn pe gant koad ur goaf, hag e vezont devet en tan war al lec'h. |
O lakaat a ri evel ur forn-dan pa en em ziskouezi. An AOTROU o lonko en e gounnar, an tan o fulluc'ho.
N'eus ket a gounnar ennon. Pa vo roet din drez pe spern da stourm outo, kerzhout a rin warno, hag o deviñ a rin a-unvan,
Met te, mab an den, na'z pez ket aon dirazo, na'z pez ket aon dirak o c'homzoù, petra bennak ma'z out e-touez drez ha spern ha ma chomez e-touez ar c'hruged. Na'z pez ket aon dirak o c'homzoù, bez dizaon dirak o dremmoù, daoust ma'z int un ti disent.
Lezit o-daou da greskiñ betek an eost; ha da amzer an eost, e lavarin d’ar vederien: Tennit da gentañ an dreog hag endrammit eñ evit e zeviñ, met dastumit an ed em solier.
Met tud e vro a gasae anezhañ hag a kasas ur c’hannadur war e lerc’h da lavarout: Ne fell ket deomp e renfe hemañ warnomp.
E-keñver va enebourien, ar re n’eo ket fellet dezho e renjen warno, degasit int amañ ha lazhit int dirazon.
Ma ne chom ket unan bennak ennon, taolet eo er-maez evel ar brank hag e sec’h. Neuze e tastumer anezho, o zaoler en tan hag e tevont.
evit tennañ veñjañs eus ar re n’anavezont ket Doue ha na sentont ket ouzh Aviel hon Aotrou Jezuz-Krist.
Ha neuze en em ziskouezo an hini fallakr, an hini a vo distrujet gant an Aotrou dre c’hwezh e c’henoù ha kaset da netra gant sked e zonedigezh.
met an hini a ro drein hag askol, a zo dianzavet ha prest da vezañ milliget; e ziwezh eo bezañ devet.