Jakob a c'halvas e vibien hag a lavaras: En em zastumit hag e tisklêrin deoc'h ar pezh a c'hoarvezo ganeoc'h en deizioù da zont.
2 Samuel 23:1 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Setu amañ komzoù diwezhañ David. David mab Jese, an hini a zo bet savet uhel, an hini a zo bet olevad Doue Jakob, ar c'haner karet eus Israel, a lavaras: |
Jakob a c'halvas e vibien hag a lavaras: En em zastumit hag e tisklêrin deoc'h ar pezh a c'hoarvezo ganeoc'h en deizioù da zont.
a ro da'm zreid da vezañ heñvel ouzh re an heizezed, a laka ac'hanon war va uheldirioù,
Eñ eo an hini a ro un dieubidigezh veur d'e roue, a ra trugarez d'e Olevad, da Zavid ha d'e lignez da viken.
En deiz-se, evit ar wech kentañ, David a roas da Azaf ha d'e vreudeur ar garg eus meuliñ an AOTROU , evel-henn:
Komzet ez poa gwechall da'z karet-mat en ur weledigezh, o lavarout: Roet em eus sikour d'un den kadarn, savet em eus a-douez ar bobl un den nerzhus,
David e-unan a lavar e levr ar Salmoù: An Aotrou en deus lavaret da’m Aotrou: Azez a-zehou din,
Hag e lavaras dezho: Setu ar pezh am eus lavaret deoc’h pa oan c’hoazh ganeoc’h: ret eo ma vefe peurc’hraet kement a zo skrivet diwar va fenn e lezenn Moizez, er brofeded hag er Salmoù.
Ra chomo ger Krist gant fonnder ennoc’h e pep furnez; en em gelennit hag en em aliit an eil egile dre salmoù, meulganoù ha kanaouennoù speredel, o kanañ en ho kalonoù d’an Aotrou gant anaoudegezh vat.
Ha bez’ ez eus unan bennak poaniet en ho touez? Ra bedo. Ha bez’ ez eus unan bennak el levenez? Ra gano kantikoù.
Hogen bez' e oa David, mab un Efratiad eus Betlehem Juda anvet Jese, hag en doa eizh mab. An den-se, en amzer Saül, a oa kozh, war an oad e-touez an dud.
Ar maouezed a c'hoarie hag a responte an eil d'eben o lavarout: Saül en deus skoet war e vil, ha David war e zek mil.
Enebourien an AOTROU a vo bruzunet, eus an neñvoù e ra kurunoù warno. An AOTROU a varno ar pennoù pellañ eus an douar, reiñ a raio nerzh d'e roue, hag e savo korn e olevad.