2 Samuel 22:51 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Eñ eo an hini a ro un dieubidigezh veur d'e roue, a ra trugarez d'e Olevad, da Zavid ha d'e lignez da viken. |
Setu amañ komzoù diwezhañ David. David mab Jese, an hini a zo bet savet uhel, an hini a zo bet olevad Doue Jakob, ar c'haner karet eus Israel, a lavaras:
Da di ha da ren a vo asuret da viken dirak da zaoulagad, da dron a vo startaet da viken
Te a ro an dieubidigezh d'ar rouaned, hag a savete David da servijer eus ar c'hleze lazhus.
Setu perak e veulin ac'hanout e-touez ar broadoù, o AOTROU, hag e kanin meuleudioù da'z anv!
Menez Sion a sav gant gras, levenez an douar holl. War-zu an hanternoz emañ kêr ar roue meur.
Komzet ez poa gwechall da'z karet-mat en ur weledigezh, o lavarout: Roet em eus sikour d'un den kadarn, savet em eus a-douez ar bobl un den nerzhus,
Ar seizhvet ael a sonas, ha mouezhioù kreñv a voe klevet en neñv o lavarout: Rouantelezhioù ar bed a zo lakaet dindan galloud hon Aotrou hag e Grist. Eñ a reno e kantvedoù ar c’hantvedoù.