La Biblia Online

Anuncios


Toda la Biblia A.T. N.T.




2 Samuel 22:41 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

Lakaat a rez va enebourien da dreiñ o c'hein dirazon, hag ar re am c'hasa a zistrujan.

Ver Capítulo



2 Samuel 22:41
8 Referencias Cruzadas  

Juda, meulet e vi gant da vreudeur, da zorn a vo war c'houzoug da enebourien. Mibien da dad a stouo dirazout.


Me a gaso ar spouron dirazout hag e tisparfoeltrin pep pobl en em gavi en e di. Lakaat a rin da holl enebourien da dreiñ o c'hein a-raok dit.


Met tud e vro a gasae anezhañ hag a kasas ur c’hannadur war e lerc’h da lavarout: Ne fell ket deomp e renfe hemañ warnomp.


E-keñver va enebourien, ar re n’eo ket fellet dezho e renjen warno, degasit int amañ ha lazhit int dirazon.


Pa o doe degaset ar rouaned-se da Jozue, Jozue a c'halvas holl dud Israel, hag e lavaras da ofiserien an dud a vrezel a oa aet gantañ: Tostait ha lakait ho treid war c'houzougoù ar rouaned-mañ. Hag e tostajont hag e lakajont o zreid war o gouzougoù.