2 Samuel 22:23 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Rak e holl varnedigezhioù a zo dirazon, ha ne bellaan ket diouzh e reolennoù. |
Reizh e oant o-daou dirak Doue, hag ec’h heulient holl c’hourc’hemennoù hag urzhioù an Aotrou en un doare divlam.
E galon ne savo ket dreist e vreudeur, ha ne zistroio ket eus ar gourc'hemennoù nag a-zehou nag a-gleiz, evit ma vo hiraet e zeizioù en e rouantelezh, dezhañ ha d'e vibien, e-touez Israel.
Mar selaouit ar barnedigezhioù-se, ma virit anezho ha ma grit diouto, an AOTROU da Zoue a viro dit an emglev hag an drugarez en deus touet da'z tadoù.
Diwall d'ankounac'haat an AOTROU da Zoue, o tremen hep mirout e c'hourc'hemennoù, e varnedigezhioù hag e reolennoù a gemennan dit hiziv.