Saül en doa bet ur serc'h anvet Rizpa merc'h Aya. Ishboshed a lavaras da Abner: Perak ez out aet da gavout serc'h va zad?
2 Samuel 21:8 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Met ar roue a gemeras daou vab Rizpa merc'h Aya, he doa ganet da Saül, Armoni ha Mefiboshed, ha pemp mab Mikal merc'h Saül, he doa ganet da Adriel mab Barzilhai eus Mehola. |
Saül en doa bet ur serc'h anvet Rizpa merc'h Aya. Ishboshed a lavaras da Abner: Perak ez out aet da gavout serc'h va zad?
Oleviñ a ri ivez Jehu mab Nimshi da roue war Israel, hag Elizea mab Shafad, eus Abel-Mehola, da brofed ez lec'h.
Mibien Saül a oa Jonatan, Jishvi ha Malkishua. Anvioù e ziv verc'h a oa ar re-mañ: Merab anv an henañ, Mikal anv ar yaouankañ.
Hag er mare ma tleed reiñ Merab merc'h Saül da Zavid, e voe roet da Adriel eus Mehola da wreg.