A-benn tri devezh Faraon a savo da benn diwarnout hag a grougo ac'hanout ouzh ur c'hoad, hag al laboused a zebro da gig diwarnout.
2 Samuel 21:10 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Neuze Rizpa merc'h Aya a gemeras ur sac'h a astennas eviti war ar roc'h, abaoe penn-kentañ an eost betek ma kouezhas glav an neñv warno. Ha ne lezas ket laboused an neñv da ehanañ warno war an deiz na loened ar parkeier d'an noz. |
A-benn tri devezh Faraon a savo da benn diwarnout hag a grougo ac'hanout ouzh ur c'hoad, hag al laboused a zebro da gig diwarnout.
Saül en doa bet ur serc'h anvet Rizpa merc'h Aya. Ishboshed a lavaras da Abner: Perak ez out aet da gavout serc'h va zad?
Kerkent ha ma klevas Akab ar c'homzoù-se, e rogas e zilhad, e lakaas ur sac'h war e gorf, e yunas, e c'hourvezas paket en ur sac'h, hag e kerzhas goustadik.
E-touez idoloù aner ar broadoù, hag ez eus unan a rofe glav? Hag e c'hellfe an neñvoù reiñ glav munut? Ha n'eo ket te, AOTROU hon Doue? Emaomp en gortoz ac'hanout, rak te eo a ra an holl draoù-se.
Kouezhañ a ri war venezioù Israel, te ha da holl vagadoù hag ar pobloù a vo ganit. Da roet em eus da voued d'an evned-preizh a bep seurt ha da loened ar parkeier.
Hag ec'h anavezimp an AOTROU, hag e kendalc'himp d'e anavezout. E zonedigezh en em gempenn evel gouloù-deiz, dont a raio d'hor c'havout evel glav an diwezhañ amzer a zoura an douar.
Pegement e huanad al loened! An tropelloù ejened a zo mantret, dre ma n'o deus ket a beurvan. An tropelloù deñved zoken a zo brevet.
Ha c'hwi, mibien Sion, tridit ha laouenait en AOTROU ho Toue, rak e ro deoc'h glav ar c'hentañ amzer hervez an direizhder, hag e kas deoc'h ur glav fonnus eus ar c'hentañ hag eus an diwezhañ amzer, evel gwechall.
Goulennit ar glav digant an AOTROU, glav an diwezhañ amzer. An AOTROU a raio al luc'hed hag a roio deoc'h ur glav fonnus, ha da bep hini geot en e bark.
me a roio d'ho pro e koulz ar glav eus ar gentañ hag eus an diwezhañ amzer, hag e tastumi da winizh, da win ha da eoul,
lemel a raio diwarni he dilhad prizoniadez, chom a raio ez ti hag e ouelo he zad hag he mamm e-pad ur miz. Goude-se ez i d'he c'havout, hag e vi he fried hag hi a vo da wreg.
P'en devo graet un den ur pec'hed din a varv, hag e vo lakaet d'ar marv, hag e vo krouget ouzh ar c'hoad,
e gorf marv ne dremeno ket an nozvezh ouzh ar c'hoad, met sebeliañ a ri anezhañ an deiz-se, rak ur vallozh eus Doue eo kement hini a zo krouget, ha ne saotro ket ar vro en devo an AOTROU da Zoue roet dit evel hêrezh.
Ar Filistin a lavaras c'hoazh da Zavid: Deus da'm c'havout, hag e roin da gig da laboused an neñv ha da loened ar parkeier.
Hiziv an AOTROU a lakaio ac'hanout etre va daouarn, da lazhañ a rin, da benn a lamin diwarnout, korfoù marv kamp ar Filistined a roin hiziv da laboused an neñv ha da loened ar parkeier, hag an douar holl a ouezo ez eus un Doue en Israel.