Joab mab Zeruja, gant tud David, a yeas er-maez ivez, hag en em gavjont war-zu lenn Gabaon. Un darn en em zalc'he en tu-mañ d'al lenn, ha darn all en tu all d'al lenn.
2 Samuel 20:8 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Evel ma oant e-kichen ar maen bras a zo e Gabaon, Amasa a zeuas a-raok dezho. Joab en doa gwisket e doneg evel dilhad, ha warni e oa gouriz e gleze, stag war e groazell en e c'houin. Ha pa'z eas a-raok e kouezhas ar c'hleze. |
Joab mab Zeruja, gant tud David, a yeas er-maez ivez, hag en em gavjont war-zu lenn Gabaon. Un darn en em zalc'he en tu-mañ d'al lenn, ha darn all en tu all d'al lenn.
Evel-se Joab hag Abishai e vreur a lazhas Abner, dre m'en doa skoet d'ar marv war Asael o breur e Gabaon, en emgann.
Yann a zouge ur sae a vlev kañval hag ur gouriz lêr en-dro d’e groazell. E voued a oa kilheien-raden ha mel gouez.
Graet en doa ur c'hleze a daou droc'h, un ilinad hed, hag e c'hourizas anezhañ dindan e zilhad war e vorzhed dehou.