Lavarit ivez da Amasa: Ha n'out ket va eskern ha va c'hig? Ra raio Doue din hervez an diwezhañ rustoni ma ne lakaan ket ac'hanout, da viken, penn-bras an arme e-lec'h Joab!
2 Samuel 20:5 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Amasa a yeas eta evit dastum re Juda, met daleañ a reas pelloc'h eget an amzer merket dezhañ. |
Lavarit ivez da Amasa: Ha n'out ket va eskern ha va c'hig? Ra raio Doue din hervez an diwezhañ rustoni ma ne lakaan ket ac'hanout, da viken, penn-bras an arme e-lec'h Joab!
David a lavaras da Abishai: Bremañ Sheba mab Bikri a vo gwashoc'h evidomp eget Absalom. Kemer servijerien da aotrou ha red war e lerc'h, gant aon na gavfe kêrioù kreñv ha n'en em dennfe eus hon daoulagad.
Hag e c'hortozas seizh deiz, hervez an amzer merket gant Samuel. Met Samuel ne zeue ket da C'hilgal, hag ar bobl a bellae dioutañ.
Diouzh ar beure ez eas Jonatan d'ar parkeier el lec'h ma oa en em glevet gant David, hag e tegasas gantañ ur paotrig bihan.