Amasa a oa ruilhet en e wad e-kreiz an hent, hag an den-mañ, o welout an holl bobl oc'h en em zerc'hel eno, a vountas Amasa er-maez eus an hent d'ur park, hag e taolas warnañ ur vantell, peogwir e wele en em zerc'hel eno an holl re a dremene.
2 Samuel 20:11 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Unan eus servijerien Joab en em zalc'has e-kichen Amasa en ur lavarout: An hini a gar Joab hag an hini a zo evit David, ra yelo war-lerc'h Joab! |
Amasa a oa ruilhet en e wad e-kreiz an hent, hag an den-mañ, o welout an holl bobl oc'h en em zerc'hel eno, a vountas Amasa er-maez eus an hent d'ur park, hag e taolas warnañ ur vantell, peogwir e wele en em zerc'hel eno an holl re a dremene.
Pa voe lamet diwar an hent, pep hini a yeas e-bioù war-lerc'h Joab, evit redek war-lerc'h Sheba mab Bikri.
An dra n'eo ket evel-se. Met un den eus menez Efraim anvet Sheba mab Bikri, en deus savet e zorn a-enep ar roue David. Roit-eñ din hepken, hag e pellain diouzh kêr. Ar vaouez a lavaras da Joab, setu e benn a vo taolet dit dreist ar voger.
Hag ar roue a lavaras da Amasa: Dastum din tud Juda a-benn tri devezh, ha te en em gav amañ.
Hag e savas e zremm etrezek ar prenestr, hag e lavaras: Piv a zo ganin? Piv? Daou pe tri spazhad a sellas outañ.