David a lavaras d'ar c'hannad: Evel-henn e lavari da Joab: Na vez ket chalet gant-se, rak ar c'hleze a zebr a-wechoù unan, a-wechoù egile. Kresk ar brezel a-enep kêr, ha distruj anezhi. Ha te, kennerzh anezhañ!
2 Samuel 2:26 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Neuze Abner a grias da Joab o lavarout: Ha dalc'hmat e lonko ar c'hleze? Ha n'ouzout ket mat e vo c’hwervder a-benn ar fin? Betek pegeit ne lavari ket d'ar bobl ehanañ da redek war-lerc'h o breudeur? |
David a lavaras d'ar c'hannad: Evel-henn e lavari da Joab: Na vez ket chalet gant-se, rak ar c'hleze a zebr a-wechoù unan, a-wechoù egile. Kresk ar brezel a-enep kêr, ha distruj anezhi. Ha te, kennerzh anezhañ!
Abner a lavaras da Joab: Ra en em savo an dud yaouank-se bremañ evit en em gannañ dirazomp. Ha Joab a lavaras: Ra en em savint.
Neuze pep hini, o kregiñ e penn e enebour, a dremenas e gleze dre e gostez, hag e kouezhjont holl asambles. Al lec'h-se a voe anvet Helkad-Hazurim. Emañ e Gabaon.
Mibien Benjamin a zastumas e-kichen Abner, hag en em renkjont en ur bagad oc'h en em zerc'hel war benn ar grec'hienn.
Ha Joab a lavaras: Doue a zo bev! Mar na'z pije ket komzet, betek ar beure n'en dije ket paouezet pep hini da redek war-lerc'h e vreur.
Pa grian, respont din, o Doue eus va reizhder! Pa oan en enk, ec'h eus va lakaet er frankiz. Az pez truez ouzhin, selaou va fedenn!
Deroù un tabut a zo evel digeriñ un tremen d'an dour; a-raok en em gav ar stourmadeg, dilez.
met ma ne fell ket deoc'h ha ma'z oc'h disent, e viot lonket gant ar c'hleze, rak genoù an AOTROU en deus komzet.
An distrujerien a zeu war holl grec'hennoù ar gouelec'h, rak kleze an AOTROU a zebr ar vro eus ur penn d'egile. N'eus peoc'h enni evit den.
Skoet em eus war o mibien en aner, n'o deus ket degemeret ar c'helennadur. Ho kleze en deus lonket ho profeded, evel ul leon distrujer.
An deiz-mañ a zo d'an AOTROU, da AOTROU an armeoù, un deiz a veñjañs evit en em veñjiñ eus e enebourien. Ar c'hleze a lonko hag en devo e walc'h, hag en em vezvo gant o gwad, rak un aberzh a vo d’an Aotrou AOTROU an armeoù e bro an hanternoz, war ribl stêr Eufratez.
Disklêriit en Ejipt, embannit e Migdol, e Nof, e Tapanez, lavarit: Sav ha bez prest! Rak ar c'hleze a lonk en-dro dit.
Ar c'hleze a gouezho war o c'hêrioù, a zistrujo o difennerien hag a lonko anezho, en abeg d'o mennozhioù.
An deiz war-lerc’h, en em ziskouezas dezho e-pad ma en em gannent hag ec’h alias anezho da vezañ e peoc’h o lavarout: Tud, breudeur oc’h, perak en em wallgasit an eil egile?