Tri mab Zeruja, Joab, Abishai hag Asael, a oa eno. Asael a oa skañv e dreid, evel ur c'hazelenn war ar maezioù.
2 Samuel 2:19 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Asael a redas war-lerc'h Abner, hep distreiñ dioutañ nag a-zehou nag a-gleiz. |
Tri mab Zeruja, Joab, Abishai hag Asael, a oa eno. Asael a oa skañv e dreid, evel ur c'hazelenn war ar maezioù.
Abner a lavaras: Distro a-zehou pe a-gleiz, ha krog en unan eus an dud yaouank-se, ha kemer e zibourc'h evidout. Met Asael ne fellas ket dezhañ distreiñ.
Abner a zistroas eta da Hebron, ha Joab en tennas a-du, en diabarzh eus an nor, evel evit komz outañ e kuzh, hag eno e skoas warnañ en e gof, hag e varvas en abeg da wad Asael breur Joab.
Evel-se Joab hag Abishai e vreur a lazhas Abner, dre m'en doa skoet d'ar marv war Asael o breur e Gabaon, en emgann.
Ober a reas ar pezh a zo reizh dirak daoulagad an AOTROU, o kerzhout war holl hentoù David e dad, hep distreiñ nag a-zehou nag a-gleiz.
En em galoneka ha bez kreñv-meurbet, evit ober diouzh an holl lezenn en deus kemennet dit Moizez va servijer; ne zistroi nag a-zehou nag a-gleiz, evit ober berzh dre holl ma'z i.
Dalc'hit start eta, o virout kement a zo skrivet e levr lezenn Moizez hag oc'h ober dioutañ, ne zistroiot nag a-zehou nag a-gleiz,