E ene en em stagas ouzh Dina merc'h Jakob, hag e karas anezhi hag e komzas ouzh kalon ar plac'h yaouank.
2 Samuel 19:7 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Bremañ eta, sav, kae er-maez, komz ouzh kalon da servijerien, rak me a dou dre an AOTROU, ma ned ez ket er-maez, ne chomo ket unan ganit en nozvezh-mañ. Hag an droug-se a vo gwashoc'h dit eget an holl re a zo en em gavet ganit adalek da yaouankiz betek bremañ. |
E ene en em stagas ouzh Dina merc'h Jakob, hag e karas anezhi hag e komzas ouzh kalon ar plac'h yaouank.
Karout a rez ar re a gasa ac'hanout, hag e kasaez ar re az kar, rak diskouezet ec'h eus hiziv penaos da bennoù ha da servijerien n'int netra dit. Gouzout a ran hiziv penaos ma vije bev Absalom ha ma vijemp marv ni holl, kement-se a vije plijusoc'h ouzh da zaoulagad.
Setu perak e tedennin anezhi, hag e rin dezhi mont d'ar gouelec'h, hag e komzin ouzh he c'halon.