Eno pobl Israel a voe pilet gant servijerien David, hag e voe en deiz-se, el lec'h-se, ul lazhadeg vras a ugent mil den.
2 Samuel 18:8 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned An emgann en em astennas dre an holl vro, hag en deiz-se ar goadeg a zebras muioc'h a dud eget na zebras ar c'hleze. |
Eno pobl Israel a voe pilet gant servijerien David, hag e voe en deiz-se, el lec'h-se, ul lazhadeg vras a ugent mil den.
Hag Absalom en em gavas dirak servijerien David. Absalom a yae war ur mul, hag ar mul o vezañ aet dindan skourroù gweet un dervenn vras, e benn a voe kroget e skourroù an dervenn; chom a reas etre an neñv hag an douar, hag ar mul a oa dindanañ a yeas kuit.
An nemorant a dec'has da gêr Afek, e-lec'h ma kouezhas ar voger war seizh mil den warn-ugent a oa manet eno. Ben-Hadad ivez a dec'has hag a yeas da gêr, e-lec'h ma kuzhas a gambr da gambr.
Ro va gwir din, o Doue, ha difenn va c'haoz a-enep ur bobl disleal! Va dieub eus an den touellus ha fall!
C'hwezhet ec'h eus gant da anal, ar mor en deus o goloet. Ruilhet o deus evel plom e foñs an doureier galloudus.
rak o diskar a c'hoarvezo trumm, ha piv a anavez ar gwalleur en em gavo d'an eil ha d'egile?
Evel ma tec'hent dirak Israel ha ma oant e diskenn Bet-Horon, an AOTROU a daolas warno mein bras eus an neñv betek Azeka, hag e varvjont. Ar re a varvas gant ar mein-grizilh a oa niverusoc'h eget ar re a lazhas mibien Israel gant ar c'hleze.