Ar roue David a yeas betek Bakurim. Ha setu e teuas un den ac'hane, eus tiegezh Saül, anvet Shimei mab Gera. Dont a reas er-maez en ur vallozhiñ,
2 Samuel 16:6 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned hag e stlape mein a-enep David, a-enep holl servijerien ar roue David, a-enep an holl bobl, hag a-enep an holl dud kreñv a oa a-zehoù hag a-gleiz d'ar roue. |
Ar roue David a yeas betek Bakurim. Ha setu e teuas un den ac'hane, eus tiegezh Saül, anvet Shimei mab Gera. Dont a reas er-maez en ur vallozhiñ,
Ha Shimei a gomze evel-henn ouzh e villigañ: Kae er-maez, kae er-maez, den a wad, den fall!
Lavarout a reas d'ar roue: Ra chomo va aotrou hep tamall va direizhder din, hag hep kaout soñj eus ar pezh en deus graet da servijer gant drougiezh, en deiz ma'z ae kuit ar roue va aotrou eus Jeruzalem, ra chomo ar roue hep kemer-se en e galon.