Evel-se ar roue David hag an holl bobl a oa gantañ a zeuas da vezañ skuizh, hag eno ec'h ehanjont.
2 Samuel 16:5 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Ar roue David a yeas betek Bakurim. Ha setu e teuas un den ac'hane, eus tiegezh Saül, anvet Shimei mab Gera. Dont a reas er-maez en ur vallozhiñ, |
Evel-se ar roue David hag an holl bobl a oa gantañ a zeuas da vezañ skuizh, hag eno ec'h ehanjont.
Neuze ar roue a lavaras da Ziba: Setu, kement a zo da Vefiboshed a zo dit. Ziba a lavaras: Stouiñ a ran! Ra gavin trugarez dirak da zaoulagad, o roue va aotrou!
hag e stlape mein a-enep David, a-enep holl servijerien ar roue David, a-enep an holl bobl, hag a-enep an holl dud kreñv a oa a-zehoù hag a-gleiz d'ar roue.
Met ur paotr a welas anezho hag a lavaras da Absalom. Hag ez ejont o-daou buan, hag e teujont da Vakurim, da di un den en doa ur puñs en e borzh, hag e tiskennjont e-barzh.
He fried a yeas ganti, o ouelañ war he lerc'h betek Bakurim. Neuze Abner a lavaras dezhañ: Kae en-dro kuit! Hag ez eas en-dro.
Hag e oa e Suza ar gêrbenn ur Yuzev anvet Mardoke, mab Jair, mab Shimei, mab Kish, ur Benjaminad,
Milligañ a raint, te a vennigo. Sevel a reont, met int a ruzio ha da servijer a laouenaio.
rak e ballenn nemetañ eo, e zilhad evit goleiñ e groc'hen. E petra e kousko? Mar erru da grial din, e klevin anezhañ rak trugarezus on.
Evel ma tec'h ul labous hag evel ma nij ar wennili, evel-se ar vallozh dizellid ne zeuio ket.
Na villig ket ar roue, zoken ez soñjoù, na villig ket ar pinvidig, zoken er gambr ma kouskez, rak labous an neñv a gasfe da vouezh, hag ar pezh en deus divaskell a zisklêrfe da gomzoù.
Kantren a raint er vro, bec'hiet ha marnaoniet. Ha p'o devo naon, e savo droug enno, e villigint o roue hag o Doue, e savint o daoulagad war-zu an nec'h,
Ar Filistin a lavaras da Zavid: Hag ez on ur c'hi, ma teuez da'm c'havout gant bizhier? Hag ar Filistin a villigas David dre e zoueoù.