Ha n'en deus ket lavaret din: Va c'hoar eo? Hi ivez, ha n'he deus ket lavaret din: Va breur eo? En eeunded va c'halon hag e digablusted va daouarn eo em eus graet kement-se.
2 Samuel 15:11 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Gant Absalom e oa aet daou c'hant den eus Jeruzalem, en doa pedet. Aet e oant gant onestiz, hep gouzout netra. |
Ha n'en deus ket lavaret din: Va c'hoar eo? Hi ivez, ha n'he deus ket lavaret din: Va breur eo? En eeunded va c'halon hag e digablusted va daouarn eo em eus graet kement-se.
An den poellek a ziaraog an droug hag en em guzh, met ar re eeun a dremen e-biou hag a vez kastizet.
Setu, e kasan ac’hanoc’h evel deñved e-touez ar bleizi, bezit eta evezhiek evel naered ha eeun evel koulmed.
Daoust hag em eus kroget hiziv da c'houlenn kuzul digant Doue evitañ? Pell diouzhin! Ra ne lakaio ar roue netra war da servijer na war holl di va zad, rak ne ouie da servijer tra ebet a gement-se, na bihan na bras.
Pa viot aet e-barzh kêr, e kavot anezhañ a-raok ma pigno d'an uhellec'h evit debriñ, rak ar bobl ne zebro ket ken na vo deuet, ha ken n'en devo benniget an aberzh. Goude-se ar re a zo pedet a zebro dioutañ. Pignit eta, hag e gavout a reot bremañ.