E vamm a lavaras: Ra vo da vallozh warnon, va mab. Sent ouzh va mouezh ha kae da gerc'hat anezho.
2 Samuel 14:9 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Hag ar vaouez eus Tekoa a lavaras d'ar roue: O roue va aotrou, ra vo warnon an direizhder ha war di va zad, ha ra vo ar roue hag e dron didamall! |
E vamm a lavaras: Ra vo da vallozh warnon, va mab. Sent ouzh va mouezh ha kae da gerc'hat anezho.
Me a zo kret evitañ, digant va dorn en adc'houlenni. Ma ne zegasan ket anezhañ dit ha ma ne ginnigan ket anezhañ dirak da zremm, e vin kablus ez keñver da viken.
Ar roue a respontas: Degas din an hini a gomzo ez enep, ha biken ne stoko ouzhit a-nevez.
Hag o gwad a gouezho war benn Joab ha war benn e lignez da viken, met peoc'h a vo da viken a-berzh an AOTROU evit David, evit e lignez, evit e di hag evit e dron.
Ne gousiot ket ar vro ma viot o chomo enni, rak ar gwad a gousi ar vro. Ha ne vo ket graet dic'haou evit ar vro eus ar gwad a vo bet skuilhet enni, nemet dre wad an hini en devo e skuilhet.
Kouezhañ a reas d'e dreid hag e lavaras: Ra vo ar fazi warnon, va aotrou! Met ra gomzo da servijerez dirazout, ha selaou komzoù da servijerez.