Bremañ, mard on deuet da lavarout an traoù-mañ d'ar roue va aotrou, eo ma o deus va spontet ar bobl. Ha da servijerez he deus lavaret: Komz a rin bremañ ouzh ar roue; marteze e raio ar roue ar pezh a lavaro dezhañ e servijerez.
2 Samuel 14:16 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Rak ar roue a selaouo e servijerez evit he dieubiñ eus dorn an hini a fell dezhañ hol lazhañ eus hêrezh Doue, me ha va mab a-gevret. |
Bremañ, mard on deuet da lavarout an traoù-mañ d'ar roue va aotrou, eo ma o deus va spontet ar bobl. Ha da servijerez he deus lavaret: Komz a rin bremañ ouzh ar roue; marteze e raio ar roue ar pezh a lavaro dezhañ e servijerez.
Me a zo peoc'hus ha feal en Israel: fellout a ra dit distrujañ ur gêr a zo ur vamm en Israel. Perak e tiskarfes hêrezh an AOTROU?
Ha bremañ, ra selaouo va aotrou roue komzoù e servijer. Mard eo an AOTROU a vount ac'hanout a-enep din, ra vo da zonezon plijus dezhañ, met mard eo an dud, ra vint milliget dirak an AOTROU , rak va c'haset o deus kuit hiziv, evit ma ne c'hellin ket bezañ staget ouzh hêrezh an AOTROU , en ur lavarout: Kae ha servij doueoù estren.