Abraham a gomzas hag a lavaras: Setu, e hardishaan hag e komzan ouzh an Aotrou, petra bennak ma n'on nemet poultr ha ludu.
2 Samuel 14:12 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Ar vaouez a lavaras: Me az ped ma vo lavaret ur ger c'hoazh gant da servijerez d'ar roue va aotrou. Hag e respontas: Komz! |
Abraham a gomzas hag a lavaras: Setu, e hardishaan hag e komzan ouzh an Aotrou, petra bennak ma n'on nemet poultr ha ludu.
Abraham a lavaras: Pediñ a ran an Aotrou na gemero ket a zroug ouzhin hag e komzin ar wech-mañ hepken. Marteze en em gavo enni dek. Hag e lavaras: N'he distrujin ket dre garantez evit an dek-se.
Neuze Juda a dostaas outañ hag a lavaras: Me az ped, va aotrou! Ra lavaro da servijer ur ger ez skouarn, me az ped, va aotrou, ha ra n'entano ket da fulor a-enep da servijer, rak te a zo evel Faraon.
Hag hi a lavaras: Me az ped m'en devo ar roue soñj eus an AOTROU e Zoue, evit na vo ket kresket gant ar veñjer-gwad an distruj, ha na vo ket lazhet va mab. Hag e respontas: An AOTROU a zo bev! Ne gouezho ket d'an douar ur vlevenn eus da vab.
Ar vaouez a lavaras: Perak ec'h eus soñjet en un dra evel-se a-enep pobl Doue? Rak o lavarout ar c'homzoù-se, en em zisklêr ar roue kablus, pa ne ra ket gervel an hini en deus kaset kuit.
Pa voe tostaet outi, ar vaouez a lavaras: Ha te eo Joab? Respont a reas: Me eo. Hi a lavaras dezhañ: Selaou komzoù da servijerez. Respont a reas: Me a selaou.
Re reizh ez out, AOTROU, evit ma kavfen abeg ennout, koulskoude e komzin diwar-benn da varnedigezhioù. Perak e ra berzh hent ar re fall? Perak emañ e peoc'h an holl douellerien?
Agrippa a lavaras da Baol: Aotreet eo dit komz evidout da-unan. Neuze Paol, o vezañ astennet e zorn, a gomzas evel-henn evit e zifenn:
Kouezhañ a reas d'e dreid hag e lavaras: Ra vo ar fazi warnon, va aotrou! Met ra gomzo da servijerez dirazout, ha selaou komzoù da servijerez.