Hag ar roue David a baouezas da redek war-lerc'h Absalom, dre ma oa frealzet eus marv Amnon.
2 Samuel 14:1 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Neuze Joab mab Zeruja, o c'houzout e oa douget kalon ar roue etrezek Absalom, |
Hag ar roue David a baouezas da redek war-lerc'h Absalom, dre ma oa frealzet eus marv Amnon.
a gasas da Dekoa hag a lakaas da zont ac'hane ur vaouez fin bras, hag e lavaras dezhi: Mar plij, en em laka e kañv, gwisk da zilhad kañv, na laka c'hwezh-vad ebet, met bez evel ur vaouez a ouelfe abaoe pell zo war unan marv.
Neuze ar roue a voe glac'haret; pignat a reas d'ar gambr uhel a-us d'an nor, hag e ouele, hag en ur gerzhout e lavare: Va mab Absalom! Va mab! Va mab Absalom! Perak n'on ket marvet va-unan ez lec'h! Va mab Absalom! Va mab!
Evel-se an trec'h a voe troet e kañv en deiz-se evit an holl bobl, dre m'o doa klevet an dud lavarout en deiz-se: Ar roue a zo gwall c'hlac'haret abalamour d'e vab.
Ar roue en doa goloet e zremm, hag ar roue a grie a vouezh uhel: Va mab Absalom! Absalom va mab! Va mab!
Tri mab Zeruja, Joab, Abishai hag Asael, a oa eno. Asael a oa skañv e dreid, evel ur c'hazelenn war ar maezioù.
O c'hoarezed a voe: Zeruja hag Abigail. Mibien Zeruja a voe: Abishai, Joab, Asael, tri anezho.