Absalom a zeuas da gavout ar roue hag a lavaras: Setu, emañ an douzerien gant da servijer, da bediñ a ran, ra zeuio ar roue gant e servijerien da di da servijer.
2 Samuel 13:25 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Met ar roue a lavaras da Absalom: Nann va mab, nann, ned aimp ket holl, gant aon na vevemp ur bec'h dit. Petra bennak ma talc'has start warnañ, ne fellas ket dezhañ mont. Hag e vennigas anezhañ. |
Absalom a zeuas da gavout ar roue hag a lavaras: Setu, emañ an douzerien gant da servijer, da bediñ a ran, ra zeuio ar roue gant e servijerien da di da servijer.
Absalom a lavaras: Ma ne zeuez ket, mar plij, ra zeuio va breur Amnon ganeomp. Hag ar roue a respontas: Perak ez afe ganit?
Joab a gouezhas, e zremm d'an douar, a stouas, hag a vennigas ar roue. Hag e lavaras Joab: Hiziv e oar da servijer en deus kavet gras dirazout, o roue va aotrou, rak ar roue en deus graet ar pezh a c'houlenne e servijer digantañ.
Ar mestr a lavaras d’ar mevel: Kae dre an hentoù hag a-hed ar girzhier, ha gra d’ar re a zo eno mont e-barzh, evit ma vo leuniet va zi.
Int a viras outañ na d-aje, o lavarout: Chom ganeomp rak an noz a zeu hag an deiz a zo war e ziskenn. Antreal a reas evit chom ganto.
Pa voe bet badezet gant he zud, e reas ar goulenn-mañ: Ma hoc’h eus kavet ac’hanon feal d’an Aotrou, deuit em zi ha chomit ennañ. Hag hol lakaas d’ober evel-se.
Ha setu Boaz a zeuas eus Betlehem hag a lavaras d'ar vederien: Ra vo an AOTROU ganeoc'h! Int a respontas: Ra'z pennigo an AOTROU!