2 Samuel 13:19 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Neuze Tamar a gemeras ludu war he fenn, hag a rogas he sae lieslivek a oa warni; lakaat a reas he dorn war he fenn, hag ez eas kuit en ur c'harmiñ. |
D'an trede deiz, setu un den a zeuas eus kamp Saül, gant e zilhad roget ha douar war e benn. O vezañ deuet da gavout David, e kouezhas d'an douar hag e stouas.
He breur Absalom a lavaras dezhi: Daoust hag edo ganit Amnon da vreur? Bremañ va c'hoar, ro peoc'h, da vreur eo. Na garg ket da galon gant kement-mañ. Evel-se e chomas Tamar glac'haret e ti Absalom he breur.
Pa anavezas Mardoke ar pezh a c'hoarveze, e rogas e zilhad, e wiskas ur sac'h ha ludu, hag ez eas dre gêr o krial gant kriadennoù kreñv ha c'hwerv.
Hag o vezañ savet o daoulagad a bell, n'anavezjont ket anezhañ; neuze e savjont o mouezh hag e oueljont. Hag e rogas pep hini e vantell, hag e taoljont poultr etrezek an neñvoù, dreist o fenn.
Ac'hane ivez e teui, da zaouarn war da benn, rak an AOTROU en deus distaolet ar re a fiziez enno, ha ne ri ket berzh en o c'hichen.
Jozue a rogas e zilhad hag a gouezhas war e zremm d'an douar dirak arc'h an AOTROU betek an abardaez, eñ hag henaourien Israel, hag e taoljont poultr war o fenn.
Un den eus Benjamin a dec'has eus an emgann hag a zeuas da Silo en deiz-se, e zilhad roget ha douar war e benn.