Sichem mab Hamor an Hevian, priñs ar vro, he gwelas hag he c'hemeras. Hag e kouskas ganti hag he dizenoras.
2 Samuel 13:14 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Met ne fellas ket dezhañ selaou outi, hag e voe kreñvoc’h egeti. Hag he gwallas hag e kouskas ganti. |
Sichem mab Hamor an Hevian, priñs ar vro, he gwelas hag he c'hemeras. Hag e kouskas ganti hag he dizenoras.
Evel-henn e komz an AOTROU: Setu ez an da lakaat da zont er-maez eus da di da-unan ar gwalleur a-enep dit. Me a gemero da wragez dirak da zaoulagad, hag o roin da unan eus da gerent a gousko gant da wragez dirak an heol.
Goude Amnon en doe kasoni outi, hag ar gasoni en doe outi a voe brasoc'h eget ar garantez en doa bet eviti. Hag Amnon a lavaras dezhi: Sav ha kae kuit!
Pa zistroas ar roue eus liorzh ar palez da di ar fest, Haman a oa kouezhet war ar gwele ma oa Ester warnañ. Ar roue a lavaras: Hag e vefe feuls e-keñver ar rouanez dirazon, en ti-mañ? Adalek ma voe deuet ar gomz-se eus genoù ar roue, e voe goloet e zremm da Haman.
Ne zizoloi ket noazhder da c’hoar, merc’h da dad pe merc’h da vamm, ganet en ti pe ganet er-maez eus an ti, ne zizoloi ket he noazhder.
Milliget ra vo an hini a gousk gant e c'hoar, merc'h e dad pe merc'h e vamm! Hag an holl bobl a lavaro: Amen!
Tud Gibea a zo en em savet a-enep din, kelc'hiet o deus en noz an ti ma oan ennañ, o fellout va lazhañ, gwallet o deus va serc'h, hag eo marvet.