Hag Absalom a gasas spierien dre holl veuriadoù Israel evit lavarout: Pa glevot son ar shofar, lavarit: Absalom a zo lakaet da roue en Hebron!
2 Samuel 12:11 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Evel-henn e komz an AOTROU: Setu ez an da lakaat da zont er-maez eus da di da-unan ar gwalleur a-enep dit. Me a gemero da wragez dirak da zaoulagad, hag o roin da unan eus da gerent a gousko gant da wragez dirak an heol. |
Hag Absalom a gasas spierien dre holl veuriadoù Israel evit lavarout: Pa glevot son ar shofar, lavarit: Absalom a zo lakaet da roue en Hebron!
David a lavaras d'e holl servijerien a oa gantañ e Jeruzalem: Savit ha tec'homp, rak ne c'hellfemp ket bezañ saveteet dirak Absalom. Hastit mont kuit, gant aon na hastfe-eñ, na tapfe ac'hanomp, na taolfe ar gwalleur warnomp, ha na skofe war gêr gant troc'h ar c'hleze.
Absalom a rae evel-se da holl re Israel a zeue etrezek ar roue evit bezañ barnet. Hag Absalom a c'houneze kalon tud Israel.
David a lavaras da Abishai ha d'e holl servijerien: Setu, va mab va-unan, an hini a zo deuet eus va c'horf, a glask va buhez. Pegement muioc'h bremañ ar Benjaminad-se! Lezit-eñ ha ra villigo, rak an AOTROU en deus lavaret dezhañ.
Ha mard eo touellet ar profed, hag e lavar ur ger bennak, eo me an AOTROU en devo touellet ar profed-se, hag ec'h astennin va dorn en e enep, hag e lamin anezhañ a-douez va fobl Israel.
Ne vo ket dezhañ kennebeut un niver bras a wragez, gant aon na zeufe e galon d'en em zistreiñ, ha ne vo ket dezhañ kalz a arc'hant hag a aour.
Dimeziñ a ri da ur wreg hag un den all a gousko ganti, sevel a ri un ti ha ne chomi ket ennañ, plantañ a ri ur winienn ha ne zastumi ket frouezh kentañ anezhi,