Ar waregerien o deus tennet war da servijerien diwar krec'h ar voger, hag ez eus servijerien ar roue hag a zo marvet; da servijer Uri an Hitit a zo marv ivez.
2 Samuel 11:25 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned David a lavaras d'ar c'hannad: Evel-henn e lavari da Joab: Na vez ket chalet gant-se, rak ar c'hleze a zebr a-wechoù unan, a-wechoù egile. Kresk ar brezel a-enep kêr, ha distruj anezhi. Ha te, kennerzh anezhañ! |
Ar waregerien o deus tennet war da servijerien diwar krec'h ar voger, hag ez eus servijerien ar roue hag a zo marvet; da servijer Uri an Hitit a zo marv ivez.
Ha pobl tud Israel a adkemeras kalon, hag en em renkjont e linenn adarre el lec'h ma oant en em renket en deiz kentañ.
Neuze e sellot. Mar pign etrezek Bet-Shemesh, dre hent an harz, eo an AOTROU an hini en deus graet deomp an droug bras-se. Ma ne ra ket, e ouezimp n'eo ket e zorn en deus skoet warnomp, met eo c'hoarvezet kement-mañ ganeomp dre zarvoud.