2 Samuel 1:27 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Penaos eo kouezhet an dud kadarn? Penaos eo bet kollet armoù ar brezel? |
Penaos eo kouezhet an dud kadarn e-kreiz an emgann? Penaos eo bet lazhet Jonatan war an uhelennoù?
Evel ma oa klañv Elizea gant ar c'hleñved a varvje, Joaz roue Israel a ziskennas hag a ouelas war e zremm, en ur lavarout: Va zad! Va zad! Karr Israel hag e varc'hegiezh!
Elizea, o sellout outañ, a grie: Va zad! Va zad! Karr Israel hag e varc'hegiezh! He ne welas ken anezhañ. Hag o kregiñ en e zilhad, o rogas e daou damm.
Eus ur vro bell, eus pennoù an neñvoù, e teu an AOTROU gant binvioù e vrouez, evit distrujañ ar vro holl.