La Biblia Online

Anuncios


Toda la Biblia A.T. N.T.




2 Samuel 1:26 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

Jonatan va breur, er glac'har on abalamour dit. Ober a raes va flijadur, burzhudus e oa da garantez evidon, brasoc'h eget karantez ar merc'hed.

Ver Capítulo



2 Samuel 1:26
7 Referencias Cruzadas  

Penaos eo kouezhet an dud kadarn? Penaos eo bet kollet armoù ar brezel?


An hini en deus kalz a vignoned en deus trubuilh, met bez' ez eus ur c'heneil muioc'h eget ur breur.


Ha Jonatan a zisklêrias kement-mañ da Zavid o lavarout: Saül va zad a glask da lazhañ, bremañ eta laka evezh ouzhit betek ar mintin, chom a-du, kae da guzhat.


Jonatan a lakaas c'hoazh David da douiñ dre ar garantez a zouge dezhañ. Rak karout a rae anezhañ evel e ene.


Ar paotr a yeas kuit. David a savas ouzh tu ar c'hreisteiz hag en em daolas, e zremm d'an douar, hag e stouas teir gwech. Goude e pokjont an eil d'egile hag e oueljont o-daou, ha zoken David a ouelas gwall galz.


Neuze Jonatan mab Saül a savas hag a yeas da gavout David d'ar goadeg, hag e nerzhekaas e zaouarn e Doue,