2 Samuel 1:15 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Neuze David a c'halvas unan eus e dud yaouank hag a lavaras dezhañ: Tosta ha sko warnañ! E skeiñ a reas hag e varvas. |
Benaja mab Jehojada a bignas eta, hag a skoas warnañ hag en lazhas. Sebeliet e voe en e di er gouelec'h.
Ar roue Salomon a roas urzh da Venaja mab Jehojada, a yeas hag a skoas warnañ, hag e varvas. Hag ar rouantelezh a voe startaet etre daouarn Salomon.
An hini drouk a ra ul labour a douell anezhañ, met d'an hini a had ar reizhder eo roet ur gopr asur.
Hag e lavaras da Jeter e gentañ-ganet: Sav ha lazh anezho! Met ar paotr yaouank ne dennas ket e gleze, dre m'en doa aon, rak ur paotrig yaouank e oa c'hoazh.