2 Rouned 4:3 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Neuze e lavaras dezhi: Kae er-maez, goulenn listri digant da holl amezeien, listri goullo, ha na c'houlenn ket un niver bihan. |
Elizea a lavaras dezhi: Petra 'rin evidout? Disklêr din ar pezh ac'h eus ez ti. Hag hi a lavaras: Da servijerez n'he deus netra en ti nemet ur podad eoul.
Ha kae ez ti, serr an nor warnout ha war da vibien, hag e skuilhi en holl listri-se, o lakaat a-gostez ar re a vo leun.
Me eo an AOTROU da Zoue, am eus da lakaet da bignat eus bro Ejipt. Digor da c’henoù hag e leuniañ a rin.
Betek vremañ n’hoc’h eus goulennet netra em anv. Goulennit hag e resevot, evit ma vo ho levenez peurleuniet.