Bervus out evel an dour, ne vo ket an dreisted ganit! Rak pignet out war wele da dad, huduraet ec'h eus va gwele en ur bignat ennañ.
2 Pêr 3:16 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned A-hend-all e ra evel-se en e holl lizhiri pa gomz enno eus an traoù-mañ; lod ’zo diaes da gompren hag a vez distroet gant an dud diouiziek ha disur, kement hag ar Skriturioù all, evit o c’holl o-unan. Testamant Nevez 1897 (Jenkins) pa gomz enhe euz an traou‐man; e‐touez pere ez euz lod dies da entent, hag a vez troet e‐gin koulz hag ar Scrituriou all, gant tud heb anaoudegez ha di‐assur, hag a ra kement‐se evit ho c’holl ho‐unan. |
Bervus out evel an dour, ne vo ket an dreisted ganit! Rak pignet out war wele da dad, huduraet ec'h eus va gwele en ur bignat ennañ.
Rouanez Seba, o vezañ klevet brud Salomon abalamour da anv an AOTROU, a zeuas d'e amprouiñ dre luziadelloù.
Doue a veulin hag e bromesa; e Doue e fizian ha ne'm eus aon rak netra. Petra a raio an dud din?
Ne heuilhi ket ar re niverusañ evit ober fall. Pa zougi testeni en ur prosez, n'en em zistroi ket evit mont war-lerc'h an niver brasañ ha terriñ ar reizhder.
Met ne reot ken meneg eus: Diougan an AOTROU, rak komz pep hini a vo e ziougan; direizhet hoc'h eus komzoù an Doue bev, AOTROU an armeoù, hon Doue.
Setu perak eo dic'halloud al lezenn, hag ar reizhder a zo kammet. Hag an den fall a stard an den reizh, setu perak e vez rentet barnedigezhioù gwallsiek.
n’eo ket dalc’het da enoriñ e dad pe e vamm. C’hwi a gas da netra gourc’hemenn Doue gant hoc’h hengoun.
Jezuz a respontas dezho: En dallentez emaoc’h, dre n’anavezit ket ar Skriturioù na galloud Doue.
Ne wei ket ar barnedigezhioù, ne ri van eus diavaez an dud, ne zegemeri ket donezonoù, rak an donezonoù a zall daoulagad ar re fur hag a vrein komzoù ar re reizh.
O diwezh a vo ar gollidigezh, o doue eo o c’hof, o gloar a zo er pezh a ra o mezh, o soñjoù a zo e traoù an douar.
Kalz a draoù hon eus da lavarout diwar-benn kement-se, ha traoù diaes da zisplegañ, dre ma’z oc’h deuet gorrek da gompren.
Pêr, abostol Jezuz-Krist, d’ar re zibabet a vev evel diavaezidi stlabezet er Pont, e Galatia, e Kapadokia, en Azia hag e Bitinia,
ur maen-kouezh hag ur roc’h a wallskouer. Int en em stok a-enep dezhañ o tisentiñ ouzh ar ger, hag evit kement-se eo ez int bet tonket.
Bez’ ez eus bet fals-profeded e-touez ar bobl, bez’ e vo ivez en ho touez fals-doktored a zegaso e kuzh sektennoù fall hag, o nac’hañ ar Mestr en deus o frenet, e tennint a-daol ar gollidigezh warno o-unan.
O daoulagad a zo leun a avoultriezh, ne baouezont ket da bec’hiñ, o klask da eren an eneoù n’int ket diazezet mat, o c’halon a zo roet d’an droukc’hoant, bez’ ez int bugale a vallozh.
Setu perak, re garet-mat, o c’hortoz an traoù-se, en em nerzhit da vezañ kavet er peoc’h, didarch ha direbech dirazañ.
evit ma ho po soñj eus ar gerioù a zo bet lavaret diaraok gant ar brofeded santel, hag eus hor gourc’hemenn-ni ebestel an Aotrou ha Salver.
Rak en em silet ez eus en ho touez hiniennoù a zo skrivet abaoe pell ’zo o c’hondaonidigezh, tud na zouj ket Doue, a dro gras hon Doue e dirollerezh, hag a zinac’h Doue ar Mestr hepken ha Jezuz-Krist hon Aotrou.