Hon Doue a zeu ha ne chom ket er sioulded. Dirazañ ez eus un tan loskus, en-dro dezhañ ur gorventenn nerzhus.
2 Pêr 3:12 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned o c’hortoz hag o hastañ donedigezh deiz Doue, ma vo teuzet an neñv entanet ha ma en em fonto an elfennoù devet? Testamant Nevez 1897 (Jenkins) o c’hortoz, hag oc’h hasta donedigez an dervez a Zoue, en pehini an envou entanet a vezo diforc’het, hag an elemanchou entanet a vezo teuzet? |
Hon Doue a zeu ha ne chom ket er sioulded. Dirazañ ez eus un tan loskus, en-dro dezhañ ur gorventenn nerzhus.
Holl arme an neñvoù en em deuzo, an neñvoù a vo ruilhet evel ul levr, hag o holl arme a gouezho, evel ma kouezh delienn ar winienn, evel ma kouezh hini ar fiezenn.
Ar menezioù a deuz dindanañ, an traoniennoù a zigor, evel koar dirak an tan, evel doureier o redek en un dinaou.
Rak Mab an den a dle dont e gloar e Dad gant e aeled, ha neuze e roio da bep hini hervez e oberoù.
Me a lavar deoc’h e gwirionez, ez eus hiniennoù eus a-douez ar re a zo amañ ha ne varvint ket ken n’o devo gwelet Mab an den o tont en e rouantelezh.
Krediñ a ran gant fiziañs penaos an hini en deus deraouet an oberenn vat-se ennoc’h he feurc’hraio betek deiz Jezuz-Krist.
o c’hortoz an esperañs benniget hag emziskouez gloar hon Doue bras ha Salver Jezuz-Krist,
Deiz an Aotrou a zeuio evel ul laer en noz. En amzer-se an neñv a dremeno gant trouz vras, an elfennoù entanet a vo teuzet, an douar gant an oberoù a zo ennañ a vo devet holl.
O vezañ ma tle an holl draoù-se eta bezañ teuzet, peseurt tud ne dlefec’h ket bezañ dre ar santelezh eus ho puhez ha dre an doujañs-Doue,
hag a lavaro: Pelec’h emañ promesa e zonedigezh? Rak abaoe ma’z eo marv an tadoù, an holl draoù a zo chomet evel ma oant e penn-kentañ ar grouidigezh.
Met an neñv hag an douar a-vremañ a zo miret dre an hevelep ger, ha lakaet a-du evit an tan, da zeiz ar varn ha kollidigezh an dud na zoujont ket Doue.
en em zalc’hit e karantez Doue, o c’hortoz trugarez hon Aotrou Jezuz-Krist evit ar vuhez peurbadus.