La Biblia Online

Anuncios


Toda la Biblia A.T. N.T.




1 Yann 5:21 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

Bugale vihan, diwallit diouzh an idoloù! Amen.

Ver Capítulo

Testamant Nevez 1897 (Jenkins)

Bugaligou, en em virit ouz an idolou! Amen.

Ver Capítulo



1 Yann 5:21
10 Referencias Cruzadas  

ha n’hon lez ket da gouezhañ en temptadur, met hon diwall diouzh an droug, rak dit eo ar ren, ar galloud hag ar gloar da viken. Amen.


Dre-se, va re garet-mat, tec’hit diouzh an idolerezh.


Na zeuit ket da vezañ idolourien evel ma voe hiniennoù anezho, hervez ma’z eo skrivet: Ar bobl a azezas da zebriñ ha da evañ, ha goude e savjont d’en em laouenaat.


Rak int a lavar o-unan pebezh degemer hon eus bet diganeoc’h ha penaos hoc’h eus en em zistroet diouzh an idoloù da Zoue, evit servijañ an Doue bev ha gwirion,


Va bugale vihan, skrivañ a ran an traoù-mañ deoc’h evit na bec’hot ket. Ha mar en deus unan bennak ac’hanoc’h pec’het, hon eus un alvokad e-kichen an Tad, Jezuz-Krist ar reizh.


Moged o estrenvan a sav e kantvedoù ar c’hantvedoù, n’o deus diskuizh ebet, na deiz na noz, ar re a azeul al loen hag e skeudenn, ha piv bennak a gemer merk e anv.


Ar peurrest eus an dud, ar re ne voent ket lazhet gant ar goulioù-mañ, n’o doe ket keuz eus oberoù o daouarn evit paouez da azeuliñ an diaouled hag an idoloù aour, arc’hant, arem, maen ha koad, na c’hellont na gwelout, na klevout, na kerzhout.