An hini eta a anzavo ac’hanon dirak an dud, ec’h anzavin ivez anezhañ dirak va Zad a zo en neñvoù,
1 Yann 4:15 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Piv bennak a anzav ez eo Jezuz Mab Doue, Doue a chom ennañ, hag eñ e Doue. Testamant Nevez 1897 (Jenkins) Piou‐benag a anzavo ez eo Jesus Mab Doue, Doue a choum enhan, hag hen en Doue. |
An hini eta a anzavo ac’hanon dirak an dud, ec’h anzavin ivez anezhañ dirak va Zad a zo en neñvoù,
Lavarout a ran deoc’h: Piv bennak a anzavo ac’hanon dirak an dud, Mab an den en anzavo dirak aeled Doue,
Filip a lavaras: Mar kredez eus da holl galon, e c’hell bezañ graet. Eñ a respontas: Krediñ a ran ez eo Jezuz-Krist Mab Doue.
Mar anzavez gant da c’henoù an Aotrou Jezuz ha mar kredez en da galon en deus Doue e adsavet a-douez ar re varv, e vi salvet.
Piv bennak a nac’h ar Mab n’en deus ket kennebeut an Tad, hag an hini a anzav ar Mab en deus ivez an Tad.
Ra chomo ennoc’h eta ar pezh hoc’h eus klevet adalek ar penn-kentañ. Mar chom ennoc’h ar pezh hoc’h eus klevet adalek ar penn-kentañ, c’hwi a chomo ivez er Mab hag en Tad.
Ha kement-mañ eo e c’hourc’hemenn: ma kredimp en anv e Vab Jezuz-Krist ha ma en em garimp an eil egile, evel m’en deus gourc’hemennet deomp.
An den a vir e c’hourc’hemennoù a chom ennañ ha eñ en den-se. Ha dre gement-mañ eo ec’h ouzomp e chom ennomp: dre ar Spered en deus roet deomp.
Den n’eus biskoazh gwelet Doue. Mar en em garomp an eil egile, Doue a chom ennomp hag e garantez a zo peurc’hraet ennomp.
Dre gement-mañ eo ec’h anavezit Spered Doue: pep spered a anzav ez eo deuet Jezuz-Krist er c’hig a zo eus Doue,
Piv bennak a gred ez eo Jezuz ar C’hrist a zo ganet a Zoue, ha piv bennak a gar an hini en deus e c’hanet, a gar ivez an hini a zo ganet anezhañ.
Rak meur a doueller a zo deuet e-barzh ar bed ha n’anzavont ket ez eo deuet Jezuz-Krist er c’hig. Hennezh eo an toueller hag an enepkrist.