Met an den reizh a gendalc'ho gant e hent, hag an hini glan e zaouarn a greñvaio muioc'h-muiañ.
1 Yann 2:19 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Aet int er-maez eus hon touez, met ne oant ket eus hor re, rak ma vijent bet eus hor re, e vijent chomet ganeomp. Met aet int er-maez evit ma vije diskouezet ne oant ket holl eus hor re. Testamant Nevez 1897 (Jenkins) Eat int er meaz euz hon touez, mes ne oant ket euz hon re‐ni; rag ma vijent bet euz hon re‐ni, e vijent choumet ganeomp, mes kement‐se a zo c’hoarvezet evit ma vije discleriet penaos n’int ket holl euz hon re‐ni. |
Met an den reizh a gendalc'ho gant e hent, hag an hini glan e zaouarn a greñvaio muioc'h-muiañ.
Rak an AOTROU a gar ar reizhder, ne zilezo ket e re garet-mat, diwallet int da viken, met lignez an dud fall a zo lamet kuit.
Rak fals-kristed ha fals-profeded a savo, hag e raint sinoù bras ha burzhudoù en hevelep doare ma tromplint, ma vije gallet, ar re zibabet o-unan.
Rak fals-kristed ha fals-profeded a savo, hag e raint sinoù ha burzhudoù da dromplañ, ma vije gallet, zoken ar re zibabet.
Ar re a zo war al lec’hioù meinek, eo ar re a glev ar ger, e zegemer gant levenez, met n’o deus ket a wrizienn, ne gredont nemet ur pennad ha pa zeu an temptadur, e kouezhont.
Lemel a ra kuit kement brank ennon na zoug ket a frouezh hag e tivarr kement brank a zoug frouezh, evit ma tougo c’hoazh muioc’h a frouezh.
met an hini a evo eus an dour a roin dezhañ n’en devo biken mui sec’hed, hag an dour a roin dezhañ a zeuio ennañ ur vammenn-dour a strinko evit ar vuhez peurbadus.
Evel ma hon eus anavezet penaos hiniennoù deuet eus hon touez o deus trubuilhet ac’hanoc’h gant o frezegennoù, o vrañsellat hoc’h eneoù en ur lavarout eo ret bezañ amdroc’het ha mirout al lezenn, ar pezh n’hon eus ket gourc’hemennet dezho,
ha penaos e savo en ho touez tud a brezego deoc’h kelennadurezhioù fall evit sachañ diskibien war o lerc’h.
N’eo ket koulskoude m’en defe ger Doue deuet da netra. Rak ar re holl a zo deuet eus lignez Israel n’int ket Israel,
rak ret eo e vefe disrannoù en ho touez, evit ma vo diskuliet ar re ac’hanoc’h a zo aprouet.
Tud fall, mibien an droug, a zo deuet er-maez ac'hanout hag o deus douget d'an droug annezidi ar gêr-se o lavarout: Deomp ha servijomp doueoù all na'c'h eus ket anavezet,
Dre-se e c’houzañvan an holl draoù abalamour d’ar re zibabet, evit m’o devo ivez ar silvidigezh a zo e Jezuz-Krist gant ar gloar peurbadus.
Koulskoude diazez start Doue a chom, o kaout ar siell-mañ: An Aotrou a anavez ar re a zo dezhañ, ha: Piv bennak a c’halvo anv Krist ra zilezo an direizhder.
Met ne d-aint ket pelloc’h, rak o follentez a vo anavezet gant an holl evel ma voe ivez hini an daou-se.
Evidomp-ni, n’omp ket eus ar re en em denn kuit evit en em goll, met eus ar re o deus ar feiz evit silvidigezh o ene.
Rak meur a doueller a zo deuet e-barzh ar bed ha n’anzavont ket ez eo deuet Jezuz-Krist er c’hig. Hennezh eo an toueller hag an enepkrist.
Jud, servijer Jezuz-Krist ha breur Jakez, d’ar re a zo bet galvet e Doue an Tad, a zo bet santelaet hag a zo bet miret evit Jezuz-Krist:
Ar re-se a zo tud hag en em zisparti o-unan, tud douget d’o c’horf ha n’emañ ket ar Spered ganto.