1 Yann 2:17 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Ar bed a dremen, e c’hoantegezh ivez, met an hini a ra bolontez Doue a chom da viken. Testamant Nevez 1897 (Jenkins) Hag ar bed a dremen, hag he zrougioul ive: mes an hini a ra bolontez Doue a choum da viken. |
Desk din ober da volontez, rak te eo va Doue. Ra reno da Spered mat ac'hanon war an hent eeun!
Setu ec'h eus lakaet va deizioù e muzul ar palvad, ha va oadvezh a zo dirazout evel un netra. Ya, pep den en e sav war an douar n'eo nemet c'hwez! Ehan
Hon holl zeizioù a ya kuit dre da gounnar, peurechuiñ a reomp hor bloavezhioù evel un huanad.
Evel ma tremen an arnev, evel-se ez a kuit an hini drouk, met an den reizh en em harp war un diazez peurbadus.
Pehini anezho o-daou en deus graet bolontez e dad? Int a lavaras dezhañ: An hini kentañ. Jezuz a lavaras dezho: Me a lavar deoc’h e gwirionez, penaos ar bublikaned hag ar gisti ho tiaraog e rouantelezh Doue.
Kement hini a lavar din: Aotrou, Aotrou, n’aio ket e rouantelezh an neñvoù, met ar re a ra bolontez va Zad a zo en neñvoù.
met an hini a evo eus an dour a roin dezhañ n’en devo biken mui sec’hed, hag an dour a roin dezhañ a zeuio ennañ ur vammenn-dour a strinko evit ar vuhez peurbadus.
Setu amañ ar bara a zo diskennet eus an neñv. N’eo ket evel ho tadoù, debret o deus ar mann hag ez int marvet. An hini a zebro ar bara-mañ a vevo da viken.
Mar fell da unan bennak ober e volontez, ec’h anavezo hag eo va c’helennadurezh eus Doue pe ha me a gomz ac’hanon va-unan.
N’en em blegit ket d’ar c’hantved-mañ, met bezit cheñchet dre nevezidigezh ho klevidigezh, evit ma’c’h anavezot ez eo bolontez Doue mat, plijus ha peurvat.
ar re a zo oc’h ober gant ar bed evel pa ne rafent ket, rak skeudenn ar bed-mañ a dremen.
Setu perak ivez, abaoe an deiz ma hon eus klevet kement-se, n’hon eus ket paouezet da bediñ evidoc’h ha da c’houlenn ma vefec’h leuniet eus anaoudegezh e volontez, e pep furnez ha klevidigezh speredel,
Epafraz hag a zo eus ho touez a salud ac’hanoc’h. Ur servijer eus Krist eo, ne baouez ket da stourm evidoc’h en e bedennoù, evit ma viot peurvat ha peurc’hraet en holl volontez Doue.
Setu amañ a-dra-sur bolontez Doue: Ra viot santelaet, ra en em diwallot diouzh an hudurniezh,
Ezhomm hoc’h eus a basianted, evit goude bezañ graet bolontez Doue, ma resevot ar pezh a zo bet prometet.
N’ouzoc’h ket petra a vo warc’hoazh. Rak petra eo ho puhez? N’eo nemet ur vogedenn en em ziskouez evit un nebeud amzer hag a dec’h goude.
c’hwi hag a zo miret gant galloud Doue, dre ar feiz, evit ar silvidigezh prest da vezañ diskuliet en amzerioù diwezhañ.
evit na vevo mui hervez droukc’hoantoù an dud, met hervez bolontez Doue, e-pad an amzer a chom gantañ da vevañ er c’hig.